Auteur/autrice : admin9393

C’hoariva an Oriant / Théâtre de Lorient

Eil abadenn c'hoariva evit al liseidi o-deus lakaet o anv da vont da welet 3 fezh-c'hoari e C'hoariva an Oriant: Tenir debout, sevenet gant Suzanne de Baecque. E 2020, pa voe ar sevenerezh oc'h heuliañ studioù war ar gomedienn e skol Lille, he-deus bet tro da vont da vevañ e-pad ur miz e touez ar […]

Continue Reading

Elveidi er sinema / Les secondes au cinéma

Un eil film a zo bet diskouezet d'an eilveidi d'al Lun 12 a viz C'hwevrer e sinema "Le Grand Bleu" e Karaez. The Host, sevenet gant Bong Joon-ho e 2006 a zo ur film monstr e-giz ar re a veze graet e Hollywood e bloavezhioù 50. Lod al liseidi a anaveze dija Parasite, film diwezhañ […]

Continue Reading

Dominig Jolived

E kañv emañ al lise hag ar brezhoneg: aet eo Dominig Jolived diouzomp. Kelenner eo bet el lise, e Karaez, etre 2001 ha 2015 araok mont da gelenn e skolaj Diwan Jakez Riou e Kemper. Ar skipailh pedagogel hag al liseidi bet a zalc'ho soñj eus ur c'helenner emouestlet, gant ar c'hoant broudañ ar yezh. […]

Continue Reading

Kleweled – Option Audiovisuel

An 2veidi o-deus choazet an danvez diret Kleweled o-deus bet tro d'ober anaoudegez gant renerez ar sinema Le Grand Bleu e Karaez. Displeget'zo bet dezho petra dalvez labourat en ur sinema (sevel ur program, choazh ar filmoù, doujañ d'an arvesterien lieseurt...). Kinniget'zo bet dezho ivez da aozañ un abadenn sinema a vo lakaet e-plas e […]

Continue Reading

Sine-tabut / Ciné-discussion

Gant Strollad Amnesty al lise, kaset da benn ar bloazh-mañ gant Nina ha Tifenn, div liseadez termen, e vez krouet ingal liammoù gant ar sinema Le Grand Bleu e Karaez. Ar wech-mañ 'zo bet kinniget ar film anvet How to have sex, sevenet gant Molly Manning Walker. Sevenet mat-tre ha dedennus, ar film a lak […]

Continue Reading

Distro-skol ar re 2vet – La rentrée des secondes

Distro-skol evit an 2veidi d'ar Merc'her 7 a viz Gwengolo. Degemeret int bet gant Grégory Moigne, rener nevez al lise, hag ar skipailh pedagogel dirak an oaled. Goude ur prantad gant o pennkelenner, o-deus bet tro da weladenniñ al lise nevez: gant Sandrine, al levraouegerez, pe c'hoazh ar penkasouriezh. Araok kregiñ gant ar c'hentelioù d'ar […]

Continue Reading

Label Euroscol

Tizhet eo bet gant Lise Diwan Karaez live 1 al label Euroscol e 2023. Talvezout a ra eo bet diskleriet gant ar Deskadurez Stad ez eo mennet al Lise da grouiñ liammoù etre al liseidi ha broioù Europa. Eskemmoù frouezus a zo bet lakaet e plas abaoe bloavezhioù bremañ gant Bro Alamagn ha Bro Euskadi. […]

Continue Reading

Tournamant mell-droad / Tournoi de foot

Giz bep bloazh, araok fin ar bloavezh skol, an holl liseidi hag ar skipailh pedagogel a gemer perzh en un tournamant mell-droad. Aozet eo bet an devezh penn da benn gant an dermenidi: gourc'hemennoù dezho! Comme tous les ans, avant la fin de l'année scolaire, tous les lycéens et l'équipe pédagogique se retrouvent au cours […]

Continue Reading