10 a viz C'hwevrer 2021

Echuet int bet ar rodoù vageal ha divridet int bet ar c’hefluskerioù.

Sevel a reomp ur veol tredan, 7,4 Volt, gant 4 kellig lithium.

Kudennoù on eus bet gant omp labour…

Kod microPython

Setu amañ div fichennaoueg kod da lakaat war ar gartennoù Micro:bit a vezo implijet er raktres.

An hini kentañ da vezañ lakaet war ar pellgaser.

#   Kod microPython da lakaat war ar micro:bit a servijo
#   da pellgas an urzhioù d'ar vag
#
#
#          | Kleiz | Eeun | Dehou |
# ---------|-------|------|-------|
# War-raok |   A   |  B   |   C   |
# ---------|-------|------|-------|
# War-gil  |   D   |  E   |   F   |
# --------------------------------

from microbit import *
import radio

tilt = 300
radio.on()

while True:
    message = ""
    direction = accelerometer.get_x()

    if button_b.is_pressed():
        # Mont war-raok
        if direction < -tilt:
            message = 'A'
        elif direction > tilt:
            message = 'C'
        else:
            message = 'B'

    elif button_a.is_pressed():
        # Mont war-gil
        if direction < -tilt:
            message = 'D'
        elif direction > tilt:
            message = 'F'
        else:
            message = 'E'

    if message:
        radio.send(message)

    sleep(100)

Ar fichennaoueg dindan a zo da vezañ lakaet war ar Micro:bit a chomo war ar vag (ar resever).

Ar c’hod a zo da vezañ cheñchet evit kontroliñ ar c’hefluskerioù. Evit ar poent ne ra nemet diskouez biroù war ar panel led.

#   Kod microPython da lakaat war ar micro:bit a servijo
#   da resev an urzhioù (an hini hag a chomo war ar vag)
#
#
#          | Kleiz | Eeun | Dehou |
# ---------|-------|------|-------|
# War-raok |   A   |  B   |   C   |
# ---------|-------|------|-------|
# War-gil  |   D   |  E   |   F   |
# --------------------------------

from microbit import *
import radio

radio.on()

while True:
    resevet = radio.receive()
    if resevet == 'A':
        display.show(Image.ARROW_NW)

    elif resevet == 'B':
        display.show(Image.ARROW_N)

    elif resevet == 'C':
        display.show(Image.ARROW_NE)

    elif resevet == 'D':
        display.show(Image.ARROW_SW)

    elif resevet == 'E':
        display.show(Image.ARROW_S)

    elif resevet == 'F':
        display.show(Image.ARROW_SE)

    else:
        display.clear()

    sleep(100)

19 a viz Mae 2021

Kreñfadur ar rod gant tammoù kouevr.

Liammadenn ar stur gant ur voulladenn plastik hag un tamm boest mir.

Savet eo bet stumm an angell gant tammoù boest mir.

Lakaet eo bet raz e-barzh.

Savet eo bet peurest an angell.

Liammet eo bet an angell d’ar prototip a-drugarezh da visoù ha juntoù.

Un taol-arnod war ar poull-dour e tal kastell Kerampuilh evit gwiriekañ flod kouc’h al lestr.

1 a viz Kerzu 2021

Setu ar program a vez implijet ganeomp evit testiñ mont en dro ar c’hefluskerioù :

from microbit import *
# Servo control:
# 50 = ~1 millisecond pulse all right
# 75 = ~2 millisecond pulse all left
# 100 = ~1.5 millisecond pulse center
pin0.set_analog_period(20)

while True:
    pin0.write_analog(75)
    sleep(1000)
    pin0.write_analog(500)
    sleep(1000)
    pin0.write_analog(25)
    sleep(1000)
    pin0.write_analog(500)
    sleep(1000)

Hag da-heul, muzulioù ar gartenn Micro:bit, a vez implijit war ar bag hag evit ar pellurzhier.

Amañ e vez gwelet ar « gartenn-vamm » hag a vo staliet e diabarzh ar vag, hag ivez ar Micro:bit ar servijo da pellurzhiañ ar vag, staget ouzh ur veol tredan. Kehenterez dre gwagennoù radio a vez etre an daou.

Dindan e kavit brastres ar sistem a-bezh :

15 a viz Kerzu 2021

Echuet eo bet boest ar pellsturier, e koat, gant Eneour. Prest eo ar vag, badelezet « Lui Marco » da vezañ lakaet war an dour evit e veaj kentañ.