Gemals

Petra eo ?

Treset eo bet an elfennoù grafikel gant Loula gant ar meziant Inkscape.

Buhezet int bet gant un ostilh « homemade » a c’heller kavout amañ.

Ar kod mammenn ar c’hoari a c’heller kavout amañ.

Evit lakaat da vont en-dro ar c’hoari ret e vo deoc’h pellkargañ ar fichennaoueg anvet « gemals_20210726.apk » war ho hezoug.

Gemals_bras

10 a viz C'hwevrer 2021

Demat ! Loula hon hag aman vo kavet va renakont o displegan elfennoù va doare labour 🙂

Da skouer evit ijinan un dudenn pe un elfenn grafikel evit ar c’hoari e tresan war un damm paper evit reiñ din ur menoz eus ar stumm m’eus c’hoant da dresañ dre vras. Goude ze e sikouran ac’hanon gant skeudennoù an objed « gwir », ma tresan ur gelien e zin o vont da sell ouzh fotoioù ha tresadennoù kelienn gant doareoù tresan disheñvel evit gwelet petra zo an elfennoù dibar d’al loen/objed/plant mañ. Ur vech kavet un dresadenn a blij din e tielfennan anezhañ en va fenn evit gouzout pelec’h lakaat petra ha peseurt stumm vo treset ganin war Inkscape.

Da skouer amañ ur gelien war ar c'harned
En un doare echu !

Lakaat a ran ivez menozioù a bep seurt, e giz c’hoarioù pe tammoù background e-giz un tamm geot pe ur mein a-wechoù ! Un tammig e-giz ur post-it eo 🙂

Esae buheziñ elfennoù kinklañ evit ar c'hoari

Fiñvo pe fiñvo ket ?

C’hoant on eus bet reiñ da Mufmuf, tudenn ar c’hoari, ar galloud fiñval. Loula he deus treset an animasion ha skrivet em eus ar c’hod evit en ober. An dra se ne oa ket ken diaes a se. Biskoaz n’on oa divizet lakaat Mufmuf da fiñval pa on a raktreset kregiñ gant ar c’hoari mañ.

Ar fed fiñval a zo un elfenn simpl a walac’h met gant dilerc’hioù bras : ret eo brasaat ment ar bed, evel just. Ret eo ivez divizout petra a harzo Mufmuf da vont re bell. Ar c’helienn, hag a chomme e kreiz ar skramm tro dro da Mufmuf, a ranko bremañ heuliañ anezhañ pa fiñvo. Ur gudenn all a vez savet gant ar boued : araok e veze debret ar boued gantañ pa oa kouezet war al leur. Bremañ ma c’hell fiñval eo ret testiñ ma vez heñ e kichenn un tamm boued araok e tebriñ, da mirout e tebrfe un tamm boued en tu all d’ar bed ! Ul labour hir eo diskoulmañ tout se.

Pa vez savet kement a kudennoù o ouzhpennañ un elfenn simpl, eo mat en em c’houlenn talvoud an elfenn se. Petra a zigas ? Daoust-hag ez eo pouezus evit ar c’hoari ? Ma’z eo pouezus, daoust-hag ez eus doareoù all, mac’hamatoc’h, da gaout ar memes disoc’h ?

E gwirionezh, sklaerañ tra eo raktresañ mont en dro ar c’hoari da gentañ tout, araok kregiñ gant an tresañ hag ar c’hod. Se zo ar « Game Design », hag seul uhelekoc’h eo ar c’hoari da sevel, seul pelloc’h e rankfemp chom da rakprederiañ ar raktres, memes ma plij gwelloc’h deomp tresañ ha kodiñ…

2 a viz Mezheven 2021

Ouzphennet on eus un nebeut elfennoù gweletva (bleunioù, geot ha reier) evit bravaat an endro. Fiñv a ra pep tra (nemet ar reier evel just) ha seblant a ra kalz bevoc’h ar bed eget araok !