3 a viz C'hwevrer 2021

Ar veol tredan ‘zo ur stumm 4s8p ganti (4 killig war-eeun ha 8 kellig kenstur), 32 kellig lithium adimplijet en holl. Ur voltadur tro-dro da 15 Volt a zo ganti.

Gwarezet eo ar veol-tredan gant ur BMS (« Battery Managment System »), kartenn bihan ruz a-us d’ar c’helligoù lithium.

Pa vez soudet div « pin » kreiz ur c’honektor USB asamblez e vez aotreet d’an hezougoù liammet kargañ gant ur fonder uheloc’h (A-us 1 Amp)

17 a viz Meurz 2021

Treset eo bet ar « prototip » gant Brewen evit rakwelet ar framm koad a vo savet evit dougen ar panel-eol. Mankout a ra an detektor eol a vo lakaet a-us d’ar panel.

Dre burzud ar matematikoù hag an trigonometriez eo bet jeded uhelder ar benveg ma vez lakaet ar panel gant ur c’horn tost da 60 derez : 0,88 metrad e vo, hep kontañ uhelder ar zichenn troius hag ar rodoù.

Modelizadur trimentek gant Blender

Videoioù dedennus evit deskiñ :

Staliañ ar rod-dougenn

Ha setu moullet (gant ar stal JMBMaker e Karaez) ha staliet ar peder rod-dougen etre ar plankenn-leur (stator) hag ar plankenn stur (rotor).