Roch_Diwan_Photo

Ober ur prof

 

Souten Diwan eo treuzkas ar brezhoneg d’ar rummadoù yaouank. Evito da sevel un dazont e brezhoneg hag e galleg. Implijet vez ho profoù a-bezh evit obererezhioù kaset gant Diwan : krouiñ ha derc’hel padus postoù, digeriñ  skolioù, lakaat e pleustr raktresoù nevez…

 

Ur font debarzhadur bet krouet da harpañ Diwan d’an 18 a viz C’hwevrer 2010 eo Roc’h Diwan, a ro an tu da gement hini a fell dezhañ da reiñ madoù (donezon, asurañs buhez, leg) da zDiwan hep rankout paeañ ul lodenn d’ar Stad. N’eo perzh Roc’h Diwan nemet merañ ar madoù a vez fiziet ennañ ha n’en deus tamm perzh ebet e mont en-dro ar rouedad nag er bedagogiezh.