Obererezh 1Km

Goulennet eo bet d’al liseidi kemer ur poltred eus o eus o endro e pad amzer ar genfinañ enep covid19.

Diouzh ar poltred eo bet tennet un nebeut roadennoù GPS, kuzhet e barzh fichennaouegoù gant un nebeut binviji pellgomz hezoug. Nebeut a walc’h a kenurzhiennoù GPS on eus kavet gant an doare-se.

Leuniet eo bet ivez un daolenn doare « tableur » gant Framacalc evit dastum o kenurzhiennoù GPS bet kavet gant an eilveidi dre doareoù all : google maps da skouer.

Savet eo bet ar gartenn dindan gant an arload Leaflet.

Ar metaroadennoù (kennurzhiennoù GPS a-wechoù) a zo bet tennet eus ar skeudennoù araok en o lakaat amañ. Ne’z eus titour kuzet ebet ken enno neuze.