Al liseidi

Broudet eo al liseidi.adezed da gaout intrudu, hiniennel koulz hag a-stroll, ha meur a obererezh a zo lusket pe sevenet ganto war-eeun. Tennañ a reont da vuhez pemdeziek al lise, pe da dachennoù kalz ledanoc’h evel a weler amañ dindan…

dav

B.A.B.I.B.E.L.
(Bodad Aozadur Buhez hag Intrudu Bersonel El Lise)

Kevredigezh liseidi Diwan Karaez eo. Raktresoù liesseurt a servij da rastellañ arc’hant, da skouer en ur werzhañ stammennoù kinklet penn-da-benn gant al liseidi. An arc’hant rastellet a servij da baeañ dudioù al liseidi (c’hoariva, sinema, sonadegoù, c’hoarioù a-stroll…).

BakEBrezhonegLogo

Bak e brezhoneg

Ur gevredigezh savet gant liseidi.adezed ha liseidi.adezed bet eo, ma stourm an izili anezhi abaoe 2017-2018 evit ma vo kresket lec’h ar brezhoneg en arnodennoù.

Diwanet

Div gefridi a voe sammet gant ar gevredigezh-mañ (savet e 2004), enni skolidi bet e Diwan : luskañ rouedad ar skolidi bet pe bezant ha broudañ ha luskañ ar brezhoneg hag ar sevenadur ivez. E-touez krouerien an Taol-Lañs e voe, da skouer. Morgousket ez eo hiziv an deiz.

YFC_Carhaix_Logo

Kevredigezh Youth For Climate Karaez

Kerkent hag e miz C’hwevrer 2019 e voe niverus al liseidi.adezed a heulias galv Greta Thunberg evit « Fridays for climate », betek krouiñ rann garaezat Youth For Climate.