Buhez al liseidi e-maez ar c'hentelioù / La vie des lycéens en dehors des cours

Gouel ar c’histin

Just a-raok vakañsoù an Hollsent e vez aozet gant al liseidi un abadenn sonerezh ha treuzwisket. Gouel ar c’histin a vez graet anezhi abalamour d’ar c’histin a veze goulennet evit mont e-barzh hag a vez krazet e-pad ar veilhadeg. Debriñ a ra al liseidi er self a-raok ar genstrivadeg treuzwiskamañtoù hag ar fest-noz a vez graet e Sal Glenmor.

L’automne et les vacances de la Toussaint sont l’occasion d’une grande soirée musicale et costumée organisée par les lycéens. A l’origine des châtaignes en constituaient le droit d’entrée et étaient grillées au cours de la veillée.

Gala fin ar bloazh / Gala de fin d’année

E-pad an nevez-amzer, hag a-raok ma vefe kroget gant an arnodennoù, e vez aotreet al liseidi da zistreiñ da Sal Glenmor evit ar gala. Un doare evito da aozañ ar fest ha da ziskouezh o barregezhioù: ke, dañs, c’hoariva… Bep bloazh e cheñch an traoù, diouzh imor al liseidi.

Au printemps, avant que la période d’examens ne batte son plein, retour à l’espace Glenmor pour le gala du lycée qui offre une nouvelle occasion aux lycéens d’exprimer leurs talents d’organisateurs et d’animateurs de soirée, mais aussi de comédiens, musiciens, danseurs… La formule évolue chaque année au gré de leurs envies.

Liseidi engouestlet / Des lycéens engagés

Abaoe un nebeud bloavezhioù bremañ e kemeront perzh un toullad liseidi evit difenn gwirioù mab-den gant ar strollad Amnesty International hag an hin gant Youth for climate. Daou strollad mennet-mat, hag a labour a youl vat evit kelaouiñ an holl liseidi ha kinnig dezho peadra da brederiañ, baleadennoù c’hlas en o zouez. Ul labour a zo kaset a-benn ivez ganto gant ar sinema « Le Grand Bleu » e Karaez evit diskouezh filmoù-diell d’an holl re a zo dedennet ha peurliesañ  un eskemm gant un den a vicher.

Depuis quelques années deux groupes de lycéens très actifs s’engagent auprès des organisations Amnesty International et Youth for Climate. Leur travail bénévole consiste à informer l’ensemble des lycéens et à leur proposer des activités (balade anti-déchets par exemple). Une collaboration étroite s’est également mise en place avec le cinéma « Le Grand bleu » à Carhaix: des documentaires sont ainsi proposés, souvent suivis d’échanges avec des professionnels.

UNSS