Tresadenn gant Loula Nguyen

Stal "FabLab" el lise

Taolenn titloù

Kinnig

D’ar merc’her goude merenn (adalek 3e15 betek an noz) e vez kinniget ur stal urzhiataerezh hag elektronek, digor d’al liseidi ha d’ar re all. Labouret e vez enno war raktresoù hinienel pe a stroll evit kompren gwelloc’h ha mestroniañ an teknologiezhioù boutin.

Ma’z oc’h gant ar c’hoant deskiñ ha dedennet gant an teknologiezhioù, gant an arzoù niverel, ma’z oc’h kirius eus mont en dro an traoù, m’ho peus ur raktres meiziant (logiciel) da programmiñ pe elektronek da grouiñ, deuit d’ober un dro er sal 7 (pe sal 2) war eurioù ar prantad !

Dafar

Moulerezh 3D ebet ganeomp evit poent (T_T) met diwezhatoc’h marteze. Piv oar…
Amañ e c’heller kavout :

  • Kartennoù elektronek a c’heller programmiñ : Arduino (Nano ha Uno), Micro:bit
  • Urzhiataerioù hezoug Raspberry Pi
  • Reseverien (capteurs) a bep seurt : gouloù, liv, tommder, glav, mikrofon…
  • Kefluskerioù tredan bihan (step motor ha servo motor) : MG 996R ha SG90
  • Un houarn soudañ ha peg tomm
  • Un nebeut ostilhoù : troioù biñs, gevel droc’h…
microbit

Meziantoù

Implijet e vez meziantoù dieub (free software) ar muiañ posubl ganeomp.

  • Sistem oberiant Linux (sikour evit e staliañ a c’hellomp kinnig)
  • Yezh Python3 evit deskiñ programmiñ hag studiañ data niverel
  • Yezh Processing evit deskiñ programmiñ meiziantoù grafikel ha c’hoarioù simpl
  • Gimp evit kemm skeudennoù niverel
  • Inkscape evit ober tresadennoù vektorel
  • Godot evit sevel c’hoarioù video ha deskiñ programmiñ

Raktresoù ar bloaz mañ

C’hoari Pong

Ur c’hoari Pong savet ganeomp evit deskiñ kodiñ gant Python.

Raktresoù kozh

Ur c’hoari strategiezh

Setu ur raktres hag a vo graet tamm-ha-tamm a-hed a bloaz, ken pinvidik ez eo !

Kroget eo bet ur prototip war paper ganeomp hag a-benn nebeut e vo kroget da kodiñ ar c’hoari war urzhiataer, gant ar yezh Python evel-just !

Kodiñ gant Python ha Processing

Enframmet eo bet ar yezh Python e program ofisiel al liseoù abaoe un nebeut bloavezioù dija met ral a wech e vez tro da implij anezhi er c’hentelioù all c’hoazh.

Amañ e vo desket ganeomp kodiñ e Python en un doare dudius ha plijus !

Boestoù neizh

Gwenaël, kelenner SVD, en eus kinniget sevel boestoù neizh e koad da lakaat tro dro al lise evit degemer pennglaoued ha kalvennigoù glas.

Bloboskop

Resevet eo bet un nebeut bloboù gant Gwenaël evit un taol-arnod SVD : Ar pall a zo ober un « timelaps » eus kresk ur blob a-hed an amzer. Ar memes taol-arnod eget ma vez graet gant Thomas Pesquet war vord an ISS.

Deskiñ kodiñ gant Processing (2021-22)

Processing a ginnig un doare aes da programmiñ gant dañvez grafik, son, data ha krouiñ sistemoù etreoberiant.
Teir « vlaz » a vez kavet gant Processing, hervez ma vez diazezet war ar yezh Java, Javascript pe Python.

Ur c’hoari video gant Godot

A-hed ar bloavezh 2021-22 e vo klasket sevel ur c’hoari video a-stroll gant ar meziant Godot.
Diouzh stil ur « Visual Novel » hag ur « Shoot ’em Up ».

Ur c’harger hezoug dre heol

O sevel ur c’harger hezoug dre implij energiezh dieub an heol emañ Brewen ha Noé.
Kavet hon eus ur panel heol kozh dija (50 Watt). Tost echu on eus sevel ar veol tredan gant kelligoù lithium adimplij (bet kavet e urzhiataerioù hezoug kozh pe e troioù-biñs tredan). Chom a ra deomp da sevel ur sichenn hag a droio war-zu ar gouloù en un doare emgefre (implijet e vo un mikrokontroler Micro:bit evit an dra-se emichañs).

Deskiñ sevel c’hoarioù video

Meur a raktres sevel c’hoarioù video a vez er fablab.
Klasket e vo implij ar meziant Godot pe Construct3 evit o sevel met dieub eo pep hini da zibab e/he ostiloù.

Chañs vat da Jan, Meven, Evan ha Josquin evit deskiñ ar Arz kaer ha teknikel mañ.

Kempenn urzhataerioù kozh al lise

E pad an daou brantad kentañ eo bet kinniget gant Tangi ur stal kempenn urzhiataerioù evit ar re zedennet. Un nebeud liseidi kurius, barrek pe gant ar c’hoant deskiñ hag a youl-vat a zo deuet da sikour adaozañ hag adstaliañ urzhiataerioù kozh al lise. Dibabet eo bet staliañ warno sistemoù oberiant diazezet war Linux kentoc’h eget Windows e keñver an efedusted hag ar surentez. Lakaet e vo lod anezho el levraoueg da vezañ implijet gant an holl.

Un uhelgomzer DIY

Savet e vez, gant Iwan, Hugo ha Youenn, un uhelgomzer en ur vouest koad.
Implijet e vez lodennoù elektronek bet prenet (ampli stereo ha konverter tredan) ha lodennoù bet kavet tro-dro (funioù, uhelgomzerioù ha koad).

Gemals, un tamagotchi war hezoug

Ur c’hoari ober war dro un aneval galoudel war hezoug Android.
Menoz, tresadennoù vektorel hag buheziñ graet gant Loula. Sikour a ran gant ar c’hod, yezh Java.

Ur vag tredan pell-sturiet

Derwell hag Eneour ho deus divizet sevel ur vag pell-sturiet o meskañ high-tech ha low-tech asamblez.

Implijet e vo kartennoù micro:bit, kefluskerioù tredan ha boutailhoù dour.