Raktres c'hoari video a-stroll, bloavezh 2021-22

Divizoù dre skrid gant Dialogic

Dialogic a zo un ostilh (« plug-in ») a c’heller staliañ en ur raktres Godot evit ouzhpennañ divizoù etre tudennoù en un doare aes.

Evit galloud implij Dialogic eo ret pellkargañ an diel gwasket war lec’hienn ofisiel an ostilh : https://dialogic.coppolaemilio.com/download

Ma n’eo ket bet krouet ur raktres gant Godot c’hoaz, grit un un doare boutin. Tu ‘zo staliañ Dialogic en ur raktres Godot kozh ivez.

Digorit diel gwasket (stumm « zip ») Dialogic ho peus pellkarget hag eilit an teuliad addons/ e-barzh teuliad ho raktres Godot.

E-barzh ar meuz Projet > Paramètres du projet…, kit en ivinell « Extensions » ha gweredekit Dialogic.

Bremañ ho po un ivinel nevez en nec’h prenestr Godot.

Menozioù an 29 a viz Gwengolo

Al lodenn « visual novel » a servijo da ginnig un istor etre pep kentel. Eñvel eget arvestoù sinematek. Ar c’hentelioù a tenno d’ur « shoot ’em up ».

Klasket e vo sevel 6 live kentel : kentelioù BZG, fizik, matematikoù (boss diwezhañ marteze), istor/geo, saozneg hag ur prantad e burev ar penn-kasour.

Menozioù darvoudoù :

  • Ur fest-noz
  • Ur galv tann
  • Divizoù e-tall ar c’houskva
  • O c’hortoz dirak ar self ha gant ar pladadoù boued
  • Bodadoù mignon er maez war an taolioù pe war ar geot
  • E-tall ar c’hombodoù
  • E-kichenn ar c’hirri boutin
  • Tagadenn dic’hortoz ar « c’hassos »
  • Savadurioù stad fall al lise ?

Tudennoù :

  • An tudenn pennañ a vo ur plac’h.
  • He mignonez kaerañ (BFF), o boutañ an harozez
  • Ur mignon a gar an harozez (« friendzoned »). Frealziñ a ra an harozez, divizoù « awkward »
  • Ur « crush », distag a walac’h diouzh an harozez. Dastum a ra gomenn an harozez, bet bannet gant ar c’hassos…
  • Ar c’hassos. Bann a ra ur volotenn war penn an harozez er maez. Gruj a ra dirak ar self.
  • Tudennoù all : bolomigoù trolinenn pe batoñs.