KuzulSkoazell_LogoPrest

Kuzul skoazell al lise

Digor d’an holl eo ar c’huzulioù skoazell, kalon hor buhez kevredigezhel ha sevenadurel : kerent ar vugale, kerent bet, skolidi gozh, mignoned ar brezhoneg, tud diavaez…  A-drugarez d’o labour e c’hellomp arc’hantaouiñ gwelloc’h hor skolioù ha treuzkas ar brezhoneg.

A bep seurt darvoudoù sevenadurel a vez aozet ganto (festoù-noz, sonadegoù, prezegennoù…), pe c’hoazh foar al laou, baleadennoù, darvoudoù sport, gwerzhañ dafar (deiziadurioù pe produioù all) ; dalc’het e vez standoù ganto, dastumet avaloù d’ober jug pe sistr…