Beajoù hag obererezhioù e-maez skol

Digeriñ holl liseidi war ar bed a zo ur pennahel e raktres pedagogel al lise. Beajiñ a zo evito un doare d’en em zigeriñ war sevenadurioù nevez. Kinniget e vez neuze d’an holl kemer perzh e beajoù hag eskemmoù en 2ved dreist-holl met ivez e 1añ klas evit an eskemm gant Flensburg (Alamagn). Eskemmoù padus a zo ivez gant skolioù en Euskadi (Lazkao, Oñati, hag Arrigoriaga). Beajoù a vez aozet e broioù saozneg (Iwerzhon, Kembre, Skos). Mareoù pouezus ha frouezhus eo evit al liseidi hag ar skipailh pedagogel, evit digeriñ o sell war broioù all, met ivez evit skoulmañ liammoù startoc’h kenetrezo.


Dulenn 2019 gant an 2veidi

Tro o-deus bet an 2veidi da weladenniñ an EPIC Irish Emigration Museum, Trinity College (ha Book of Kells), GAA Museum ha Croke Park Stadium.

Devezh-lañs gant an 2veidi

Bep bloazh, ur pennadig goude an distro-skol e miz Gwengolo, e vez aozet un devezh-lañs, ispisial evit an 2veidi, da grouiñ liammoù etrezo. abaoe un nebeud bloavezhioù e vez kaset an traoù da benn e Penn ar c’hoad, ul lec’h dudi e Tremargad.

Cork 2018 gant an 2veidi

 

Vorgium – Karaez