Buhez al liseidi e-maez ar c'hentelioù

Gala fin ar bloazh

E-pad an nevez-amzer, hag a-raok ma vefe kroget gant an arnodennoù, e vez aotreet al liseidi da zistreiñ da Sal Glenmor evit ar gala. Un doare evito da aozañ ar fest ha da ziskouezh o barregezhioù: ke, dañs, c’hoariva… Bep bloazh e cheñch an traoù, diouzh imor al liseidi.

Gouel ar c’histin

Just a-raok vakañsoù an Hollsent e vez aozet gant al liseidi un abadenn sonerezh ha treuzwisket. Gouel ar c’histin a vez graet anezhi abalamour d’ar c’histin a veze goulennet evit mont e-barzh hag a vez krazet e-pad ar veilhadeg. Debriñ a ra al liseidi er self a-raok ar genstrivadeg treuzwiskamañtoù hag ar fest-noz a vez graet e Sal Glenmor.

Liseidi engouestlet