Buhez ar c'hlas

Roll ar penngelenner-ez

Dezhañ eo da reoliañ buhez ar c’hlasad war an dachenn bedagogel :

  • Kelaouiñ a ra al liseidi war kement tra a sell ouzh mont en dro al lise.
  • Selaou a ra ar c’hlasad a-stroll pe a hiniennoù.
  • Kuzuliañ a ra pep lisead war e labour ha war an hentañ.
  • Ober a ra al liamm etre ar renerezh hag al liseidi.
  • Merañ a ra an darempredoù gant ar gerent.

Labour hentañ

Trimiziad kentañ

  • Raktres da resisaat (pe da sevel).
  • Emgavioù gant aozadurioù arbennikaet (CIO, CROUS, ONISEP…)
  • Emzivizoù gant ar penngelenner.
  • Micherioù sokial (klañvdiourezed, edukatourien…): dav eo en em ditouriñ adalek miz Du.

2vet trimiziad

  • Saloñs AZIMUT (miz Genver).
  • Doserioù IUT, BTS, prepa, skolioù ijinour, da sevel.
  • Rakenskrivadurioù er skolioù-meur.
  • Lec’hienn internet « parcoursup » (digoret e miz Genver, serret fin miz Meurzh).
  • Respontoù kentañ ar skolioù fin miz Mae.