Devezh-lañs

Bep bloazh, ur pennadig goude an distro-skol e miz Gwengolo, e vez aozet un devezh-lañs ispisial evit an 2vedidi da grouiñ liammoù etrezo. Abaoe un nebeud bloavezhioù e vez kaset an traoù da benn e Penn ar c’hoad, ul lec’h dudi e Tremargad. Pep lisead a c’hell ober 2 sport: unan diouzh ar mintin, hag unan all goude merenn. Tu’zo dezho da zibab etre: gwaregañ, kaiak, krapat er gwez, redadeg en em lec’hiañ, roeñverezh, geocaching. Profet eo pep tra gant al lise, ar pik-nik en o zouez.