Pennaennoù

« Diwan, nerzh ur rouedad kengret » sed titl pajenn degemer kevredigezh Diwan. Rak nerzhioù divoutin eo o deus sikouret krouidigezh ha diorren ar skolioù Diwan dre soubidigezh, lidet ganto o 40vet deiz-ha-bloaz n’eus ket pell’ zo. « Ganto ez eus bet roet buhez en-dro d’ar brezhoneg ha drezo ez eus bet un diorren brezhonek arzel ha sevenadurel ivez » a embann Fanny Chauffin, doktorez war ar brezhoneg-keltieg en he levr « Diwan, 40 ans déjà ! » (Yoran embanner, 2017).

Istor

« E dibenn 1976 e voe roet lañs d’ur raktres skolioù kevredigezhel hollvrezhonek gant un dornad tud bodet tro-dro da Reun an Ostiz. D’an 23 a viz Mae 1977 e voe digoret ar c’hlas skol-vamm kentañ e Gwitalmeze, 5 bugel ennañ. Daou-ugent vloaz goude ez eo deuet Diwan da vezañ ur rouedad ec’hon, enni un daou-ugent skol bennak, 6 skolaj, ul lise, ma skoliataer ouzhpenn 4000 skoliad.ez. »

Tennet eus rakskrid « Diwan, un univers foisonnant », savet gant Ronan ar C’hoadig, kelenner war ar brezhoneg hag ar sevenadur e skol-veur Roazhon 2, el levr « Diwan, 40 ans déjà ! » (Yoran embanner, 2017) gant Fanny Chauffin, doktorez war ar brezhoneg-keltieg.

Karta

E 1977, bloavezh krouidigezh Diwan, e voe degemeret ar garta. Unan eus testennoù diazez ar gevredigezh eo, gant ar statudoù nevesaet e 2016 hag an emglev rouedad degemeret e 2011.

« E karta Diwan e weler al likelezh evel pennaenn ledan he ster, koulz klasel (doujañ da liested an ober relijiel) ha sevenadurel (distag diouzh kement levezon’ zo). »

a skriv Philippe Lazar e niverenn 30 Diasporiques, embannet gant Kevre an deskadurezh. Pedet e oa bet hemañ da Gendalc’h Diwan e miz Ebrel 2015, m’en doa kendivizet gant izili ar rouedad diwar ar menozioù embannet en e levr « Autrement dit, laïque » (Liana Levi, 2004).