Diwan

Petra eo Diwan? E Landerne e labour un daouzek den bennak e servijoù skoazellañ skipailhoù pedagogiezh ha kevredigezh an 48 skol, 6 skolaj ha 2 lise.

A-gevret gant Kelenn ez int e karg eus tuta ha stummañ ar gelennerien.ezed.

C’hoarvezout a ra e rankfe ar skipailhoù pedagogiezh talañ ouzh dalc’hoù ha goulenn alioù ouzhpenn diganto.

Gant ar servijoù pedagogiezh e vez aozet emvodoù dre gornioù-bro (kentañ derez), devezhioù stummañ ha kroashent ar micherioù (eil derez). Kuzul pedagogiezh ar c’hentañ derez ha Kendalc’h an eil derez eo an ensavadurioù ma c’hall ar gelennerien.ezed rannañ skiant-prenet, kendivizout ha lakaat ar raktres pedagogiezh da emdreiñ.

Krouiñ ha dasparzhañ dafar-skol a reont, koulz evit kuzul-embann TES (Canopé) hag evit respont da ezhommoù dibar ar c’helenn dre soubidigezh.

Gant pol ar vuhez kevredigezhel e vez skoazellet ar c’hevredigezhioù a-fet diorren, en em aozañ ha talañ ouzh kement diaester a c’hall bezañ.

Kelenn

Kreizenn stummañ skolaerien.ezed Diwan eo Kelenn, ha lec’hiet eo e Kemper. Kevredet gant INSPE Breizh ha skolioù-meur Roazhon 2 ha Brest eo, enni e prienter ar studierien/ezed da vont da gelenner.ez (kentañ hag eil derez) ha da dremen kenstrivadeg kelennerien.ezed ar skolioù. Enni e kinniger ivez ur stummadur da zont da vezañ brezhoneger.ez ha da vont war-zu micherioù ar c’helenn.