Hentañ

Setu amañ dindan renabl al lec’hiennoù Web da sikour ac’hanoc’h gant o hentañ :

E fin o bloavezh-skol e rank an eilveidi dibab 3 danvez arbennikaat, hervez o c’hoantoù hag o disoc’hoù. Kinnig a reer war lec’hienn Horizons2021 un displegadenn diwar-benn kement danvez arbennikaat zo, koulz a-fet danvez hag a -fet palioù da dizhout.

Ur savenn vroadel evit bezañ degemeret e kentañ bloavezh kelennadurezh uhel eo Parcoursup. Gant ar savenn-se e c’hell pep lisead ober ur ragenskrivadur, embann e zibaboù ha respont d’ar c’hinnigoù degemer digant an holl skolioù ma kinniger ur stummadur war ar c’helenn uhel (aotreegezh, STS, IUT, CPGE, skolioù ijinourien hag all). Un arload evit ar poellgomzerioù a zo ivez.

Evit kaout muioc’h a ditouroù e c’haller sellout ouzh an alioù kinniget gant Ministrerezh an Deskadurezh-stad hag a vez nevesaet ingal.

War lec’hienn ONISEP e kinniger an holl stummadurioù e Bro-C’hall. Kalzik a fichennoù diwar-benn ar micherioù a gaver ivez.

Kuitaet ar skol ganeoc’h goude fin ho studioù ha fellout a ra deoc’h kavout ur stummadur evit bezañ perzhekaet ha labourat ? E berr gomzoù, adstagañ ganti ?

War lec’hienn MaSecondeChance, goude douarlec’hiañ e c’hallit gwelout, tost ouzh du-mañ :

  • Lec’hioù degemer, kelaouiñ, kuzuliañ ma c’hallo tud a-vicher hoc’h ambrougañ gant ho raktres,
  • Lec’hioù stummañ evit adkregiñ gant ar studioù en hentenn hollek, teknologel me micher,
  • Lec’hioù stummañ ma kinniger diskoulmoù nevezus.

Gellout a rit divizout war-eeun gant kuzulierien evit kaout un diviz kentañ hag ur respont hiniennelaet a sikouro ac’hanoc’h da resisaat an traoù ha da adstagañ gant ho hent. E stumm un arload evit poellgomzerioù.

moa.onisep.fr a zo un arload naouek hag etreoberiant evit skoazellañ an heñtañ. Gant MOA e c’hall al liseidi dizoloiñ meur a gennad micher ha raksoñjal o dazont. E stumm un arload evit poellgomzerioù ivez.

Porched broadel ar stajoù en embregerezhioù. War MonStageEnLigne e c’heller sellout ar stajoù kinniget, pe embann ur goulenn staj.

Lec’hienn gelaouiñ hag heñchan rannvroel war ar stummadurioù hag ar micherioù. Enni ez adkaver kement titour a zo war artsummadurioù eus ar CAP betek bachelouriezh +5, an ensavadurioù-skol, an hentadoù-stummañ, kuzulioù ha doareoù-implij war an heñtañ, gellout sellout ouzh ar gennadoù obererezh, dizoloiñ ouzhpenn 500 micher. Gant nadoz.org ez eus kinniget ouzhpenn 350 video, deiziataer an dorioù-digor, pennadoù ha keleier hag ivez roll al lec’hioù-stummañ tost ouzh du-se.

Benveg rannvroel e bal ambrougañ an dud e sevel o raktres micher. War cleor.bretagne.bzh, goude dibab ur vicher, ur gennad obererezh, un tiriad (takad douaroniezh) pe diouzh hoc’h aeladur e vo kinniget deoc’h keleier nevesaet war ar micherioù a gaver tost da du-se, o emdroadur, an tuta war ober hag an emdroadurioù micher gallus etre micherioù gant pe hep stummañ ouzhpenn.

Treuzell etre ar re yaouank (14-20 vloaz), bed al labour ha hini an deskadurezh eo ImagineTonFutur, da skoazellañ ar re yaouank da raktresañ ha da vezañ entanet gant ar pezh a raint en dazont.

Goulennaoueg digoust ha hep enskrivañ war an hentañ, da gavout war kledou.fr

Lec’hienn ur strollad dizalc’h krouet e 1989 ha gouestlet d’an hentañ, da vuhez ar studierien ha d’an ober berzh micherel eo Studyrama.

Gant ar gelaouenn arbennik-se e kinniger meur a c’houlennaoueg war an hentañ, peadra d’ober e soñj, war dachenn ar studioù koulz ha hini ar micherioù. Da adkavout war www.letudiant.fr