Ar skolajoù
E 1998 e voe digoret Skolaj Diwan Penn-ar-Bed en ur ranndi e Brest. Bloaz war-lerc’h e voe kaset d’ar Releg-Kerhuon.
E 1995 e voe digoret Skolaj Diwan Bro-Dreger (an hini netemañ en Aodoù-an-Arvor) e Plijidi (Trger) e savadurioù feurment digant Studi ha Dudi (kreizenn sevenadurel).
E 1997 e voe digoret Skolaj Diwan Jakez Riou Kemper.
E 1999 e voe digoret Skolaj Diwan Bro-Gwened, an hini nemetañ e Bro Gwened. E-kerzh bloavezh-skol 2019-2020 e voe lidet 20vet deiz-ha-bloaz ar skolaj-mañ. Ennañ e oa neuze 135 skolajiad.ez, hag int dasparzhet e 7 klasad, 100 diabarzhiad.ez en o zouez.
N’eus skolaj ebet e Breizh a vije ken tost ouzh ar mor ha Skolaj Diwan Gwiseni, bet digoret e 2003 evel astenn eus hini ar Releg. Ken tost ken ez a ar mor tost betek sal-debriñ ar skolaj.