Buhez ar c'hlas / La vie de la classe

Roll ar penngelenner -ez

Dezhañ eo da reoliañ buhez ar c’hlasad war an dachenn bedagogel :

  • Kelaouiñ a ra al liseidi war kement tra a sell ouzh mont en dro al lise.
  • Selaou a ra ar c’hlasad a-stroll pe a hiniennoù.
  • Kuzuliañ a ra pep lisead war e labour ha war an hentañ.
  • Ober a ra al liamm etre ar renerezh hag al liseidi.
  • Merañ a ra an darempredoù gant ar gerent.

An hentañ

Ur bloavezh-hentañ eo an eilvet klas:

NB : E-pad an eurvezhioù heuliañ-hentañ e vez skoazellet al lisead evit e breder war an hentañ

Le rôle du professeur principal

Il coordonne la vie de la classe sur le plan pédagogique:

  • informations générales sur le fonctionnement du lycée.
  • écoute collective de la classe et écoute individuelle.
  • conseils sur le travail et l’orientation.
  • lien entre direction et élèves.
  • gestion des relations avec les parents.

L’orientation

La seconde est une année d’orientation:

 

NB : Les heures d’accompagnement personnalisé permettent d’aider les jeunes dans leur réflexion d’orientation.

> Trimiziad kentañ.

E-pad ar c’huzul-klas e vez priziet al labour, ar barregezhioù hag an emrenerezh.

> Eil trimiziad.

Pep familh a urzhio dibaboù evit an hentañ : dibab un hent micherel, eilañ, tremen en ur C’hentañ klas en ur resisaat an arbennikadurioù (teknologel pe hollek). Kuzuliet e vez al lisead gant ar penngelenner/ez. Diouzh al live labour ha barregezhioù e vez roet un ali kentañ gant ar c’huzul.

> Trede trimiziad.

Ur c’huzulhentañ eo ar c’huzul-klas diwezhañ. Reiñ a ra un ali war goulennoù urzhiet ar familhoù. Pa’z a a-du ar familh gant an ali e teu da vezañ un diviz. Pa ne ‘z a ket a-du e rank kaout un emgav gant ar rener. Hemañ a c’hell pe gadarnaat ar c’hinnig kentañ pe dont en-dro warnañ. Pa n’eus emglev ebet e rank ar familh ober galv. An trede trimiziad a rank kas da gadarnaat ar barregezhioù tizhet, ar spered labour, an emrenerezh.

> Premier trimestre.

Le conseil de classe évalue le travail, les compétences et l’autonomie.

> Deuxième trimestre

La famille formule des choix hiérarchisés concernant l’orientation : voie professionnelle, redoublement, choix de spécialités en classe de première générale ou technologique. Le conseil de classe donne un premier avis en fonction des résultats, du travail et de l’attitude.

> Troisième trimestre.

 Le troisième conseil de classe est un conseil d’orientation. Le conseil se positionne sur la demande des familles. En cas d’accord, la proposition devient décision. En cas de désaccord, la famille doit demander un rendez-vous avec le Chef d’établissement. Celui-ci peut revenir sur la proposition ou la confirmer. Il reste alors la possibilité de faire appel. Le troisième trimestres doit confirmer les compétences acquises, la capacité de travail, l’autonomie.