Buhez ar c'hlas

Roll ar penngelenner-ez

Dezhañ eo da reoliañ buhez ar c’hlasad war an dachenn bedagogel :

  • Kelaouiñ a ra al liseidi war kement tra a sell ouzh mont en dro al lise.
  • Selaou a ra ar c’hlasad a-stroll pe a hiniennoù.
  • Kuzuliañ a ra pep lisead war e labour ha war an hentañ.
  • Ober a ra al liamm etre ar renerezh hag al liseidi.
  • Merañ a ra an darempredoù gant ar gerent.

An hentañ

Ar c’hentañ klas n’eo ket ur c’hlas hentañ.

Trede kuzul klas : hemañ a c’hell kinnig un ali war an tremen, an eilañ, ur cheñchamant arbennikadur. Mat eo neuze kregiñ pe kenderc’hel gant an eskemmoù familh-lisead-skipailh pedagogel. An diviz a chom gant ar familh.

Diwar reform al lise eo posupl ar cheñchamantoù arbennikadur e Termen met rankout a reont bezañ ral-tre gant ali ar c’huzul-klas hag ar gerent, pa ouezer e c’hall kaout efedoù war Parcoursup.

E-pad an eurvezhioù heuliañ-hentañ e vez skoazellet al liseidi evit o freder war an hentañ, hini goude ar bak dreist-holl.

Petra ober ma sav ur gudenn?

  1. Al lisead/ez gant diaesterioù en un danvez a rank mont e darempred gant ar c’helenner/ez.
  2. Pa sav ur gudenn a-stroll ez a ar gannaded-klas e darempred gant ar penngelenner/ez. N’eo ket e-pad ar c’huzul-klas e vez diskoulmet seurt aferioù.
  3. A-benn kaout kuzulioù, kaout respontoù da c’houlennoù a sell ouzh ar c’helenn e vez aliet ar gerent da vont e darempred gant ar penngelenner/ez pe gant ar renerezh.
  4. Pa n’eus bet kavet diskoulm ebet d’ur gudenn e live ar c’hlasad e teu ar rener da vezañ e karg da zivizout.