Ar rann european

Raktres pedagogel
e lise Diwan

Unan eus palioù al lise a zo skoazellañ an holl liseidi da vont war-raok gant ar yezhoù estren: bout en o aes evit eskemm er yezh, anavezout gwelloc’h sevenadur broioù all hag all…

Beajoù a vez aozet gant ar skipailh pedagogel evit al liseidi (da Vro-Eus-
kadi, da Vro-Gembre, da Vro-Alamagn, da Vro-Skos…). Degemeret e vez ivez liseidi o tont eus broioù all el lise (kenskriverien).

Ar rann european

Termenet eo ar rann european gant : – ur yezh : ar saozneg an hini ‘vo – un danvez kelennet e yezh estren : an SVD Labouret e vo war Skiantoù ar Vuhez hag an Douar e saozneg, evit ul lodenn eus ar pro- gram d’an nebeutañ. 

En eilvet klas e vez kinniget d’al liseidi tre- men un arnodenn eus Skol-Veur Cambridge a-benn kaout un testeni eus o live. 

Evit ar vachelouriezh e vez ar memes arno- dennoù hag ar re all evit an SVD e galleg hag evit ar saozneg. Un arnodenn all ouzh- penn a vo tremenet ganto : un arnodenn SVD e saozneg. Tu zo da gaout ur meneg « rann european » gant ma vefe bet tapet 12/20 d’an nebeutañ d’an arnodenn saozneg (arnodenn voutin), ha 10/20 er briziadenn ouzhpenn war an SVD e saozneg. 

Evit piv neuze?

Dibab ar rann European en eilvet klas a dalv bout mennet evit labou- rat startoc’h c’hoazh e saozneg ha strivañ a-benn kaozeal ingal er yezh-mañ e-pad ar prantadoù ke- lennet e saozneg (SVD ha marteze ul lodenn eus un danvez all).  Evel an holl liseidi all e c’hello ar re dibabet ar rann european en eil- vet klas gante mont war-zu forzh peseurt arbennikadur.  Evezhiadenn : N’eo ket ur c’hlas european a vo met liseidi eus meur a glas a vo bodet evit ar prantadoù SVD e saozneg.