Skoliata

Al lise Diwan zo perzhioù dibar dezhañ, ennañ ouzhpenn 300 lisead eus ar 5 departamant a ya d’ober Breizh. Diabarzhidi ez int holl, pe dost.

Abalamour d’an transportoù e vez dalc’het ar c’hentelioù etre al Lun da 10 eur vintin hag ar Gwener da 2 eur 30.

E-pad ar sizhun e vez roet kentelioù etre 8 eur ha 6 eur 15 noz, ha betek 4eur 05 d’ar Merc’her.

Ur wech echu gant an devezh labour eo poent ar studi hag an dudi.
Gant ar c’has en-dro, al levraoueg, ar self hag ar c’houskva ez eo sikouret al liseidi da vevañ gant ar re all e lise. Bevañ el lise a dalv ivez en em anavezout, klask kaout fiziañs ha kavout e hent.

Kalz niverusoc’h eo al liseidi hiziv ha koulskoude eo chomet bev « spered Diwan ». E lise Diwan eo tostoc’h al liseidi ouzh an dud gour eget e lec’h all. Gant an teañ ha gant anv-bihan an dud e vez graet el lise. Broudet e vez al liseidi da zaremprediñ ar gelennerien, ar gasourien ha koskor ar velestradurezh par ma c’hellont.

Emgavioù ar bloaz

Ouzhpenn ar c’huzulioù-klas e vez dalc’het kuzulioù-klas kreiz trimiziad. Ar gelennerienn a c’hell neuze sellet a-dost ouzh disoc’hoù pep hini met ivez gwiriekaat hag emañ an holl liseidi en o bleud el lise ha kas da benn kement azasadenn a zo ezhomm anezhi kerkent ha ma vez ezhomm. Kaset e vez ur renta-kont da bep familh dre ar post.

Abaoe 2018 e rank pep lisead en 2ved tremen ur briziadenn live, e galleg hag e matematikoù e penn kentañ ar bloavezh-skol. Padout a ra pep arnodenn 1 eurvezh ha graet eo ouzh an urzhiataer.

Gant an disoc’hoù eur sikouret da gompren gwelloc’h al liseidi o dije diaezamantoù e galleg hag e matematikoù ha da sikour anezho en un doare efedusoc’h e-pad an eurvezhioù heuliañ-hentañ.

https://www.education.gouv.fr/le-test-de-positionnement-de-debut-de-seconde-7454

https://eduscol.education.fr/cid142313/tests-positionnement-seconde-2019-2020.html

An ADED (Arnodenn Dibenn Eil Derez) a zo un diplom diabarzh Diwan savet war stumm ar vachelouriezh. Renevezet eo bet evit ma klotfe gant an adreizh.
2 bal a zo d’an arnodenn :

  • Priziañ ha talvoudekaat o barregezh d’ober e brezhoneg
  • Pleustriñ evit ar vachelouriezh

Pal ar raktres a zo ivez chom hep pounneraat ar bloavezhioù 1añ ha Termen

E fin miz Gwengolo e vez kinniget d’an holl familhoù dont d’al lise d’ur Sadorn vintin evit kejañ ouzh ar gelennerien, dizoloiñ ar programoù, dilennañ dileuridi klas o bugel ha sevel kement goulenn a zeu dezho a-zivout skoliata o bugale.

E-pad tri gwenervezh goude lein a-raok vakañsoù Nedeleg (estreget Gwener ar vakañsoù) e vez dalc’het emvodoù tric’hornek dre live (un emgav gant ar gelennerien, ar familh hag al lisead eo).

Renta-kont ar c’hentañ trimiziad a roer deoc’h d’ar poent-se. A bouez kenañ eo e kemerfe perzh al lisead e-pad an emgav-se, rak ur perzh bras en devez en e skoliata.

Adreizh al lise a dalv evit al liseidi prederiañ abred a-walc’h war an hentañ. Da vare kuzul-klas an eil trimiziad (penn-kentañ miz C’hwevrer) e rank an eilvedidi dibab 4 danvez arbennikaat a vo heuliet ganto e kentañ klas. 3 danvez arbennikaat a vo miret.

Evit sikour ar familhoù da gompren gwelloc’h mont en-dro an adreizh e vez kinniget dezho un emgav gant ar renerezh da vare miz Genver.

Da vare miz Genver e vez lakaet ar pouez war an hentañ. Pedet e vez liseidi bet e lise Diwan ha deuet da vezañ studierien da zont en-dro d’al lise evit kinnig o stummadur (aozadur, padelezh, frejoù, da beseurt micher e kas…) hag evit komz eus o buhez (lusk hag aozadur al labour, diaezamantoù, kuzulioù….). Frouezus-kenañ eo evit an derminidi met digor eo an emgavioù-se d’an holl.

Evel-just e krog abretoc’h ar preder war an hentañ dreist-holl e-pad an eurvezhioù heulian-hentañ a vez kinniget bep sizhun en 2ved hag e kentañ klas. Pep lisead a c’hell neuze klask titouroù, prederiañ war ur vicher bennak pe meur a hini ha sikouret e vez gant ar gelennerien.

Dibabet ez eus 2 saloñs heñchañ gant al lise : e fin miz Genver e vez pedet an holl dermenidi da vont da Saloñs Azimut e Brest, hag er sizhun war-lerc’h ez eo tro ar gentaidi da vont da Infosup e Gwened pe Pondi.

https://www.salon-azimut.com/

https://infosupbretagnesud.fr/

Etre fin miz Genver ha penn kentañ miz C’hwevrer, ez a liseidi a youl-vat ha tud al lise (kelennerien ha renerezh) da gejañ ouzh familhoù tredeidi skolajoù Diwan Ar Releg-Kerhuon, Gwiseni, Plijidi ha Kemper.

E miz Meurzh, goude ar forom war ar micherioù aozet gant skolajoù Diwan evit o 3deidi e sal Glenmor e Karaez, ez eo pedet ar skolajidi hag o c’helennerien da zont d’al lise.

E miz Mae e vez degemeret ar 4reidi el lise evit kendivizout gant al liseidi, dizoloiñ ganto ar vuhez el lise ha kemer perzh en un nebeud obererezhioù a-gevret ganto.