Pajenn FabLab al lise

D’ar merc’her goude mern (adalek 4e betek an noz) e vez kinniget ur stal urzhiataerezh hag elektronek, digor d’al liseidi ha d’ar re all. Labouret e vez enno war raktresoù hinienel pe a stroll evit kompren gwelloc’h ha mestroniañ an teknologiezhioù boutin.

Ma’z oc’h gant ar c’hoant deskiñ ha dedennet gant an teknologiezhioù, gant an arzoù niverel, ma’z oc’h kirius eus mont en dro an traoù, m’ho peus ur raktres meiziant (logiciel) da programmiñ pe elektronek da grouiñ, deuit d’ober un dro er sal 2 (pe sal 7) war eurioù ar prantad !

Dafar

Moulerezh 3D ebet ganeomp evit poent (T_T) met diwezhatoc’h marteze. Piv oar…
Amañ e c’heller kavout :

  • Kartennoù elektronek a c’heller programmiñ : Arduino (Nano ha Uno), Micro:bit
  • Urzhiataerioù hezoug Raspberry Pi
  • Reseverien (capteurs) a bep seurt : gouloù, liv, tommder, glav, mikrofon…
  • Kefluskerioù tredan bihan (step motor ha servo motor) : MG 996R ha SG90
  • Un houarn soudañ ha peg tomm
  • Un nebeut ostilhoù : troioù biñs, gevel droc’h…
microbit

Meziantoù

Implijet e vez meziantoù dieub (free software) ar muiañ posubl ganeomp.

  • Sistem oberiant Linux (sikour evit e staliañ a c’hellomp kinnig)
  • Yezh Python3 evit deskiñ programmiñ hag studiañ data niverel
  • Yezh Processing evit deskiñ programmiñ meiziantoù grafikel ha c’hoarioù simpl
  • Gimp evit kemm skeudennoù niverel
  • Inkscape evit ober tresadennoù vektorel
  • Avatar, ur meiziant buheziñ tresadennoù vektorel krouet gant Gweltaz

Raktresoù 2020-2021

Kempenn urzhataerioù kozh al lise

E pad an daou brantad kentañ eo bet kinniget gant Tangi ur stal kempenn urzhiataerioù evit ar re dedennet. Un nebeut liseidi kurius, barrek pe gant ar c’hoant deskiñ hag a youl-vat a zo deuet da sikour adaozañ hag adstaliañ urzhiataerioù kozh al lise. Dibabet eo bet staliañ warno sistemoù oberiant diazezhet war Linux kentoc’h eget Windows e keñver an efedusted hag ar surentez. Lakaet e vo lod anezho el levraoueg da vezhañ implijet gant an holl.