Krouidigezhioù

Raktresoù, stalioù pe labourioù kinniget gant ar skipailh pedagogel d’al liseidi.

Karnedoù lenn – Lennegezh- Galleg

Savet o-deus an eilveidi hag ar c’hentaidi o karned lenn. Evit pep levr lennet pe studiet e c’hlas e vez goulennet diganto sevel ur skrid hag un oberenn, peadra da zerc’hel soñj ha da gaout plijadur.

SNT

Labourioù graet gant an 2veidi e SNT evit an tem « skeudennoù niverel ».  Kinniget eo bet krouiñ skritelloù « doare film » gant ar meiziant Gimp, oc’h implijout teknik al liesekspozadur

Stal FabLab

D’ar merc’her goude merenn (adalek 4e betek an noz) e vez kinniget ur stal urzhiataerezh hag elektronek, digor d’al liseidi ha d’ar re all. Labouret e vez enno war raktresoù hinienel pe a stroll evit kompren gwelloc’h ha mestroniañ an teknologiezhioù boutin

Arz ha galloud – Kastilhaneg

 

Labourioù savet hag ijinet gant an terminidi e kastilhaneg. An tem kinniget: sevel un oberenn evit diskouez an darempredoù etre an arz hag ar galloud. Ar choaz a zo bet kinniget d’al liseidi: studiañ an arz a-enep ar galloud, pe an arz o servij ar galloud.

Kelenn moral ha keodedel

E 2vet klas o-deus prederiet al liseidi war temoù a bep seurt: ar gouennelouriezh, ar seksism, an homofobiezh, gwirioù ar merc’hed…