Setu ar pezh a zo bet graet gant an eilveidi evit an tem « skeudennoù niverel » e SNT. Kinniget eo bet krouiñ skritelloù « doare film » gant ar meiziant Gimp, oc’h implijout teknik al liesekspozadur.
Goude bezañ bet displeget an teknik, diskouezet un nebeut skouerioù er mediaoù a-vremañ, eo bet laosket frankiz d’al liseidi krouiñ o oberennoù arzel e-giz o doa c’hoant. An disoc’h a zo souezhus ha liesseurt evel-just !