Eskemm gant ur gazetennerez / Echange avec une journaliste

Pedet eo bet Manon Deniau, kazetennerez evit Ya!, hag ezel a youl-vat eus ar gevredigez Splann!, ur media enklask dizalc'h el linenn, da zont da eskemm gant ar gentaidi o-deus choazet an danvez arbennikaat Istor-Geografiezh ha geopolitikerezh. Lakaet eo bet ar gaoz war ar c'hazetenniñ e brezhoneg hag ar c'hazetenniñ dizalc'h ha meur a goulenn a zo bet savet gant al liseidi. Ar re dedennet gant ar vicher da vat o deus bet c'hoant da gaout titouroù war ar stummadur, lod all o deus kentoc'h savet goulennoù diwar-benn an dizalc'hidigez e bed ar mediaoù, ha pouez tud evel Bollore pe Elon Musk. Ur c'hendiviz a zo bet lakaet e-plas diwezhatoc'h evit respont d'ar goulenn: ha pep hini a c'hell bezañ kazetenner hiziv gant an ostilhoù niverel?

Manon Deniau, journaliste à l'hebdomadaire Ya! et bénévole à l'association Splann!, un media d'enquête journalistique indépendant en ligne, est venue rencontrer les élèves de première qui suivent cette année l'enseignement de spécialité histoire-géographie-géopolitique. Le thème du journalisme en breton ainsi que celui du journalisme indépendant ont notamment été abordés. Les lycéens intéressés par le métier de journaliste ont pu poser des questions sur la formation. D'autres ont souhaité revenir sur la question de l'indépendance du journalisme dans le monde des médias, et le poids de certains comme Bolloré ou Elon Musk. Un débat mouvant a par la suite été proposé pour répondre à la question: tout le monde peut-il être journaliste aujourd'hui grâce aux outils numériques?