Redadeg 2020 nullet ha daleet
Dipitet-bras omp o skrivañ deoc’h an nebeud gerioù-mañ : ne vo ket eus ar Redadeg e miz Mae, evel ma oa sañset bout.
Gant Tro Karaez ha Raok e veze prientet abaoe meur a viz gouel loc’hañ ar Redadeg a oa da vout d’ar 15 a viz Mae e Karaez.
Ouzhpenn gwerzhañ kilometroù ha bodañ skipailhoù lec’hel evit ober war-dro 163 km Kreiz-Breizh, eus Karaez betek Kallag, e oamp o lakaat e-plas un toullad abadennoù war bord an hent ivez, gant sikour ur bern kevredigezhioù eus ar vro.
Met an diviz gwellañ ha furañ zo bet kemeret gant izili ar Redadeg, a gav dimp.
Emañ bremañ an izili-se o klask diskoulmoù evit kinnig un dra bennak all deoc’h (Deiziadoù nevez ? Stumm nevez ? …). Keloù a vo kaset deoc’h !
En em ziwallit ha ken tuchantik, gant plijadur !