An eilveidi BBTK e Skol Diwan Karaez / Les seconde AEPA à l’école Diwan de Carhaix

D’an 21 ha d’an 22 a viz Genver e oa bet kaset gant eilveidi BBTK lise Diwan Karaez o raktresoù buheziñ stroll kentañ. E skol Diwan Karaez o deus aozet c’hoarioù olimpek keltiek evit ar re CP-CE1 hag un abadenn klask al lutun evit bugale ar skol-vamm. Nebeut goude o deus resevet ur gemennadenn kalonekaüs-tre a-berzh skipailh skol Diwan : « Laouen-tre omp bet o tegemer ac’hanoc'h er skol. Plijet-tre eo bet ar vugale ha ni, skolaerien, ivez… An abadennoù a oa kinniget brav a gav deomp. Ur skipailh tud yaouank plijus ha dreist eo lakaat bugale ha liseidi da zaremprediň ! Ma fell deoc’h distreiň e voc’h degemeret gant plijdur ! »

Les 21 et 22 janviers, les élèves de Seconde AEPA du Lycée Diwan de Carhaix ont animé leurs premiers projets collectifs d’animation. À l’école Diwan de Carhaix ils ont organisé des jeux olympiques celtiques pour les CP-CE1 et une chasse au lutin pour les élèves de maternelle. Peu après, les lycéens ont reçu un petit mot très sympa de l’équipe de l’école Diwan leur disant que les enfants et leurs enseignants avaient eu beaucoup de plaisir.