Bloboskop - Benveg skeudenniñ kresk ur blob

Ur Raspberry Pi, kentañ model, un urzhiataerig klok
Ar goulou zo skignet gant ur skramm led bet tennet eus un skramm urzhiataer hezoug kozh. Ur "relay", sturiet gant ar Raspberry, a enaou pe a laz ar goulou.

Kefluniañ ar Raspberry Pi

Diwallit ! Ar meiziant-mañ ne’z a ket en dro gant Raspian Bullseye. Ret e vo staliañ Raspbian Buster kentoc’h.

War lec’h bezañ bet staliet Raspian (sistem oberiant boutin ar Raspberry) war ur gartenn SD, krouit ur fichennaoueg goulo anvet « ssh » par lodenn « boot » ar gartenn SD. Evel-se e vez aotreet ar c’hehenterezh dre SSH. Tu vo implij ar Raspberry hep skramm hag hep touchennaoueg, keit ha ma vo luget d’ar rouedad.

Magit ar raspberry gant tredan 5v, lugit anezhi war ar rouedad ha kevreit ganti dre SSH diouzh un urzhiataer all (war ar memes rouedad)

$ ssh -X pi@raspberrypi.local

Evit implij ar c’hamera eo ret gweredekaat anezhi dre ar meiziant raspi-config (« Interface options » > « Legacy camera »). Amañ e vo dibabet un anv nevez evit ar raspberry. Galvet on eus omp hini « rpi-stomo-macro ».

Goude bezhañ bet adloc’het ar Raspberry ez eus tu kemer ur poltred gant :

$ raspistill -v -o test.jpg

ha diskouez anezhi gant :

$ gpicview test.jpg

(gpicview a rank bezañ staliet dindan Raspian Bullseye)

Chom a ra traoù da reizhañ c’hoazh : refled al lutig ruz war werenn ar voest petri hag ar fed e vefe dispi ar skeudenn. An tostañ a vez lakaet lagad ar c’hamera, ar gwasañ vez an dispi.

Reizhañ ar c’hamera

Evit tennañ al lutig ruz, pa vez kemeret ur poltred, e c’heller ouzphennañ ul linenn kod er program GPIO.setup(CAMLED, GPIO.OUT, initial=False)

Talvoud ar varienn CAMLED a zo <code>5</code>.

Difiñv eo fokalenn ar c’hamera ha stanket gant peg.

Tu ‘zo kempenn kudenn dispi ar skeudenn memes tra en ur divinsañ lagad ar c’hamera gant ur gwask (diwallit, peget eo al lagad ha bresk tre eo !). Treiñ bins al lagad eus un dro nemetken a zo a-walac’h evit gallout kemer poltriji ken tost a 20cm.

Kod mammen e Python

Ur fichennaoueg anvet « stomo.py » en dosser /home/pi/stopmotion.

Ma vank a levraoueg picamera evit Python, stalliit anezhi gant :

$ sudo apt install python3-picamera

import RPi.GPIO as GPIO
from time import sleep
from datetime import datetime
from picamera import PiCamera


PICS_PATH = "/home/pi/stopmotion/pics/"
CAMLED = 5


GPIO.setmode(GPIO.BCM)
camera = PiCamera()

GPIO.setwarnings(False)
GPIO.setup(CAMLED, GPIO.OUT, initial=False) # Turn led light off
GPIO.setup(18, GPIO.OUT)                    # Close relay, turn on light

camera.iso = 100                            # As little noise as possible

camera.start_preview()
sleep(3)

filename_prefix = datetime.now().strftime("%y-%m-%d_%H-%M")
camera.capture(PICS_PATH + "stomo_" + filename_prefix + ".jpg")
camera.stop_preview()

GPIO.setup(18, GPIO.IN)                     # Open relay, turn off light

Ret eo krouiñ an dosser « pics » evit renkañ ar poltriji gant :

$ mkdir pics

Kemer poltriji bep 10mn

Implijet e vo an ostilh cron a vez kavet gant Linux evit kemer poltriji en un doare reoliek.

$ sudo crontab -e

E-traoñ an daolenn cron e vez ouzhpennet :

*/10 * * * * /usr/bin/python3 /home/pi/stopmotion/stomo.py

Treiñ an heuliad poltriji en ur film

$ ffmpeg -pattern_type glob -framerate 12 -i "stomo_21-10-1*.jpg" -c:v libx265 film.mp4