An 2veidi Gwenn ha Du a zo aet da Vro Euskadi, e Oñati ha Lazkao. Degemeret int bet e ti o kenskriverien. D’ar Merc’her, e Bilbao eo bet gweladennet ar gêriadenn, ambrouget gant kelennerez Oñati. Goude un amzer dieub e kreiz-kêr, dizoloet o deus al liseidi mirdi Guggenheim. D’ar Yaou, un droiad e San Sebastian: ur valeadenn war bord an draezhenn mil anavezet, hag ur weladenn heñchet : hini un delwenn brudet anvet Peine del Viento, savet gant Eduardo Chilida. Plijet bras eo bet al liseidi hag ar gelennerien gant ar veaj. Ar genskriverien a vo degemeret da vare miz Mae (Lazkao) ha miz Even (Oñati).