10 a viz C'hwevrer 2021
Un tuto evit deskiñ ober un RPG gant Construct :
https://www.construct.net/fr/tutorials/rpg-tutorial-part-1583

« Sprite » un dudenn war 16×16 pixels (brasaet), simpl a walac’h evit klask lakaat anezhañ da fiñval.
Merañ ar stok gant Construct
Merañ ar stok etre an elfennoù (tudennoù, objedoù, gweledva) a zo ur gudenn luziet abaoe atav er c’hoarioù video. Gwelet e vez c’hoazh kudennoù er c’hoarioù 3D a vremañ : pa vez un objed fiñvus pe un dudenn o tremen a-dreuz ur voger, da skouer (ur gudenn añvet « tunneling », ken boutin ma’z eo).
Meur a doare a zo da verañ ar stok, hervez an doare c’hoari video a vez savet hag an niver a ment (2D pe 3D), an darn vrasañ anezho o implij ur bern matematikoù.
Un doare, kinniget gant Meven, a vefe testiñ lec’h an dudenn e keñver an objet (m’az eo a-us, dindan, tu dehou pe tu kleiz) hag an touchenn pouezet gant ar c’hoarier pa vez ur stok etre an dudenn hag an objed. Aotreet a vezo ar fiñv pa vo an dudenn o vont en enep d’an objed nemetken.

Setu dindan ar pseudo-kod a vo implijet evit an doare se :
+ Keyboard: La touche ↑ est enfoncée
-> Tudenn: Définir Y à Self.Y-1
+ Keyboard: La touche ↓ est enfoncée
-> Tudenn: Définir Y à Self.Y+1
+ Keyboard: La touche ← est enfoncée
-> Tudenn: Définir X à Self.X-1
+ Keyboard: La touche → est enfoncée
-> Tudenn: Définir X à Self.X+1
+ Tudenn: Est en train de chevaucher Roch
+ Tudenn: X ≤ Roch.X
+ Keyboard: La touche → est enfoncée
-> Tudenn: Définir X à Self.X-1
+ Tudenn: Est en train de chevaucher Roch
+ Tudenn: X ≥ Roch.X
+ Keyboard: La touche ← est enfoncée
-> Tudenn: Définir X à Self.X+1
+ Tudenn: Est en train de chevaucher Roch
+ Tudenn: Y ≤ Roch.Y
+ Keyboard: La touche ↓ est enfoncée
-> Tudenn: Définir Y à Self.Y-1
+ Tudenn: Est en train de chevaucher Roch
+ Tudenn: Y ≥ Roch.Y
+ Keyboard: La touche ↑ est enfoncée
-> Tudenn: Définir Y à Self.Y+1
Amañ e vez meret ar stok etre an dudenn hag un objed nemetken (ur roc’h). Ma vez ur bern objedoù disheñvel e vefe ret ober ar memes test evit pep objed. Dont a rafe da vezañ luziet buan tre !
Gant Construct (hag ur bern « Game Engine » all) e vez kinniget merañ ar stok hag ar fiñv en un doare aotomatel. Dont a ra da vezañ kalz simploc’h eget kodiñ pep tra omp unan (memes ma chomm dedenus tre en ober !)
Evit implij ar fedoù-se gant Construt eo ret ouzhpennañ emzalc’hioù (« Comportements ») d’an elfennoù.


Pa vez an emzalc’h « Solide » gant div elfenn o stokañ e vo meret ar stok gant keflusker fizik Construct en un doare aotomatel.
Gant an emzalc’h « 8 directions » pe « mouvement en grille » (Construct 3 nemetek) e vo meret ar fiñv.
Gant an emzalc’h « 8 directions » e vo ur gudenn nevez : treiñ a raio skeudenn an dudenn hervez ar fiñv…

Un diskoulm a vefe adlakat ar c’horn/ankl da 0 bep gwech ma vez fiñvet. Chomm a ra simpl tre ar c’hod evel se !

27 a viz Mae 2021
Setu un ton sonerezh bet savet gant Evan :
Labouret am eus gant ar meziant cubase, o bezañ sikouret gant ar VST « philarmonik ».
C’hoant am oa ober un dra tristoun o vezañ levezonet gant « The Expense » evit an telenn a vez klevet e penn kentañ, hag gant « Bioshock » evit ar violoñsoù.
E-barzh e vez kavet : ur pist telenn gant un attack da… 0.5 eilenn, un dra e giz se, ur violoñs « long dark solo », ur skipailh 11 violoñs, ur c’hor gall, ur piano hag ul laz-kanañ mouezioù merc’hed.
Nam eus lakaet efed ebet evit ar poent.
2 a viz Mezheven 2021

Implijet eo bet un « tilemap » evit kinklañ bed c’hoari Josquin, Meven hag Evan.

Noe hag Jan o testiñ c’hoari Jan (evit dizoloiñ ar bugoù !)