An hentañ
Ar c’hentañ klas n’eo ket ur c’hlas hentañ.
Trede kuzul klas : hemañ a c’hell kinnig un ali war an tremen, an eilañ, ur cheñchamant arbennikadur. Mat eo neuze kregiñ pe kenderc’hel gant an eskemmoù familh-lisead-skipailh pedagogel. An diviz a chom gant ar familh.
Diwar reform al lise eo posupl ar cheñchamantoù arbennikadur e Termen met rankout a reont bezañ ral-tre gant ali ar c’huzul-klas hag ar gerent, pa ouezer e c’hall kaout efedoù war Parcoursup.
E-pad an eurvezhioù heuliañ-hentañ e vez skoazellet al liseidi evit o freder war an hentañ, hini goude ar bak dreist-holl.