Ar rann european
Termenet eo ar rann european gant : – ur yezh : ar saozneg an hini ‘vo – un danvez kelennet e yezh estren : an SVD Labouret e vo war Skiantoù ar Vuhez hag an Douar e saozneg, evit ul lodenn eus ar pro- gram d’an nebeutañ.
En eilvet klas e vez kinniget d’al liseidi tre- men un arnodenn eus Skol-Veur Cambridge a-benn kaout un testeni eus o live.
Evit ar vachelouriezh e vez ar memes arno- dennoù hag ar re all evit an SVD e galleg hag evit ar saozneg. Un arnodenn all ouzh- penn a vo tremenet ganto : un arnodenn SVD e saozneg. Tu zo da gaout ur meneg « rann european » gant ma vefe bet tapet 12/20 d’an nebeutañ d’an arnodenn saozneg (arnodenn voutin), ha 10/20 er briziadenn ouzhpenn war an SVD e saozneg.