En eilvet klas eo bet studiet roudoù an Henamzer, ha peseurt roudoù a zo bet lezet gant an Impalaeriezh Roman. A-drugarez d’ar greizenn Vorgium, e c’hell al liseidi dizoloiñ roudoù fetis romanekadur Armorika, deuet da vezañ Breizh diwezhatoc’h. An arkitektouriezh roman en deus neuze lezet merkoù resis e kêr Karaez, kêrbenn Civitas an Osismed : dre studial savadurioù resis, arouezius eus ar bed roman (villae, dour-bont), bet adkavet e Karaez, e c’hell al liseidi gwelet a-dost al liammoù sevenadurel ha kenwerzhel a oa bet savet da vare an Henamzer, war skeul kêr Karaez, met ivez skeul Breizh hag Europa.