Bag tredan Derwell hag Eneour

Goude bezañ bet labouret start er Fablab (hor stal urzhiataerezh, elektronek hag arzoù niverel, bep Merc’her) e-pad muioc’h eget ur bloaz, setu echu raktres bag-tredan pellsturiet Derwell hag Eneour !

Badezet eo bet ho lestr al « Lui Marco » al lakaet war an dour, evit ar wech kentañ, d’ar Merc’her 15 a viz Kerzu.

Yen skorn e oa an amzer e-kichen poull dour Kerampuilh met tommet eo bet hor galon gant levenez ar berzh.
Ret eo bet diwall da verdeañ pell diouzh ar bezhin memes tra…

Muioc’h a titouroù amañ.

Après plus d’un an de travail acharné au Fablab (club d’informatique, électronique et arts numériques du lycée), Derwell et Eneour ont achevés avec succès leur projet de bateau télécommandé.

Baptisé le « Lui Marco« , le bateau a fait sa sortie inaugurale sur l’étang du château de Kerampuilh le mercredi 15 Décembre.

Ni le froid, ni les algues sournoises ne nous ont empêché d’apprécier cette réussite largement méritée !

Détails du projet (en breton) ici.

Tags: #