Lenn el lise / Quart d’heure Lecture

Gant Rannvro Breizh e oa bet kinniget gouestlañ 15 munutenn d’al lenn e miz Here e kement lise zo er Rannvro.Soñjet hon doa e vefe un digarez brav da lakaat hol liseidi-adezed da lenn brezhoneg, an holl a-gevret, d’ar memes koulz : digwener (20 a viz Here) etre 11e50 ha 12e05. Choazet e oa bet testennoù berr (barzhonegoù, lizheroù karantez…) hag aes a-walc’h da lenn, savet gant Pêr Denez, Anjela Duval, Yann-Fulub Dupuy hag all hag all. Lennet e oant bet didrouz gant pep hini.

Depuis 4 ans, l’académie de Rennes propose l’opération « Quart d’heure Lecture » dans les établissements scolaires. Le lycée Diwan a mis en place ce moment de lecture individuelle et silencieuse le 20 octobre entre 11h50 et 12h05. Un corpus de textes courts en breton a été proposé aux lycéens et lycéennes: des poèmes, des lettres d’amour… écrits par Anjela Duval, Pêr Denez, Yann-Fulub Dupuy et bien d’autres.