Troiad c’hoariva 2022 /

16 lisead a gemer perzh en ur strollad c'hoariva abaoe Miz Gwengolo, sikouret gant Lomig ha strollad Madarjeu evit al leurennadur. E-pad ur sizhunvezh int bet o tiskouez en holl skolioù brezhonek (Diwan, Divyezh ha Divaskell) ar pezh-c'hoari savet ganto anvet "Ar Bleiz". Da heul, e-pad an nevez-amzer e vo un eil troiad e Breizh-Izel koulz hag e Breizh-Uhel.

Emañ ar Bleiz o kantren e Breizh. Spontet eo Yann Gouer ha krenañ a ra ar vourc’hizien. E-lec’h ma tremen ar Bleiz, ne chom netra, na tud vev, na savadurioù war-sav, nag arc’hant nag aour... Ar Bleiz hag a zo o kantren er vro ne ’z a ket war pevar fav met war varc’h... N’en deus ket dent hir met ur c’hleze lemm... N’eo ket gwisket gant blev du met "Fontanella a barrez Prat / Bravañ mab a wisk dilhad" (Barzaz Breizh) a ra e Breizh gant kement a gav.

La troupe de théâtre du lycée travaille depuis le mois de septembre à la création d'une nouvelle pièce. Aidés de Lomig et de la troupe Madarjeu pour la mise en scène, les 16 lycéens ont fait un tour de Bretagne dans les écoles Diwan, Divyezh et Divaskell pendant la première semaine de décembre pour proposer aux écoliers leur pièce intitulée "Ar Bleiz". A suivre, au printemps prochain, un second tour de Bretagne.