Ar bloaz-mañ e oa bet ijinet gant al liseidi ur pezh-c’hoari diwar-benn ar plas lezet d’ar merc’hed en Istor.
Teir maouez, ha n’int ket brudet c’hoazh, a vo kontet o istor dre ur veaj en amzer dremenet.
Evel bep bloaz e vez savet ur pezh-c’hoari gant liseidi Diwan Karaez. Goude un droiad e miz Kerzu 2025 hag un eil e miz Meurzh 2026 hon eus ar chañs da c’hallout gwelout anezho adarre da geñver Gouel Broadel ar Brezhoneg.