Auteur/autrice : admin9393

Sinema – Illusions perdues

Evit pinvidikaat ha klokaat al levrioù studiet e 2vet e galleg, e oa bet kinniget d'an holl liseidi 2vet mont da welet e sinema "Le Grand Bleu" e Karaez, Illusions perdues, ur film savet gant Xavier Giannoli ha deuet er-maez e 2021, diazezet war oberenn Balzac. Pour compléter et enrichir l'étude menée en français, et […]

Continue Reading

Klask kelenner war ar matematikoù / Recherche professeur de Maths

LISE DIWAN KARAEZ a zo o klask : Ur c’helenner/gelennerez war ar Matematikoù evit erlec’hiañ ur c’helenner, betek ar 4 a viz Even. Padelezh an erlec’hiadenn a c’hellfe bezañ hiraet betek fin ar bloavezh-skol. Evit gouzout hiroc'h, klikit amañ dindan: Le Lycée Diwan de Carhaix recherche: Un(e) Professeur(e) de Mathématiques pour le remplacement d'un professeur, […]

Continue Reading

Troiad c’hoariva 2022 /

16 lisead a gemer perzh en ur strollad c'hoariva abaoe Miz Gwengolo, sikouret gant Lomig ha strollad Madarjeu evit al leurennadur. E-pad ur sizhunvezh int bet o tiskouez en holl skolioù brezhonek (Diwan, Divyezh ha Divaskell) ar pezh-c'hoari savet ganto anvet "Ar Bleiz". Da heul, e-pad an nevez-amzer e vo un eil troiad e Breizh-Izel […]

Continue Reading

Kleweled / Option audiovisuel

Pedet eo bet al liseidi o deus choazet an danvez diret Kleweled e sinema "Le Grand Bleu" e Karaez. Degemeret int bet gant renerez ar sinema ha desket petra eo he micher: penaos aozañ ur skignadenn, pe kinnig traoù disheñvel d'an arvesterien. Un eskemm frouezhus a zo bet etrezo evit prederiañ war o liamm ouzh […]

Continue Reading

C’hoariva an Oriant – Théâtre de Lorient

Bep bloaz e vez kinniget da 50 lisead mont da welet 3 fezh-c'hoari e c'hoariva an Oriant. An hini kentañ a zo bet diskouezet dezho d'ar Yaou 24 a viz Du, diouzh noz. Toute la vérité, sevenet gant Adrien Béal hag awenet gant skridoù Michel Foucault, ma kinniger ur preder war ar reizh liammet ouzh […]

Continue Reading

Gouel ar c’histin

E-tro vakañsoù an Hollsent, goude ar bak gwenn evit ar gentaidi hag an dermenidi, e vez aozet gant al liseidi un abadenn sonerezh ha treuzwisket. Gouel ar c'histin a vez graet anezhi abalamour d'ar c'histin a veze goulennet evit mont e-barzh hag a veze krazet e-pad ar veilhadeg. Bep bloaz eo ar gentaidi a aoz […]

Continue Reading

Sinema evit an 2veidi – Les secondes au cinéma

Film kentañ ar bloaz evit an 2veidi a gemer perzh er stignad "Lycéens et apprentis au cinéma": Beaj Chihiro, sevenet gant Hayao Miyazaki. Un dizoloadenn evit lod na anavezent ket c'hoazh labour ar sevener japanat, hag un digarez evit lod all da adwelet an dresadenn-vev ur wech ouzhpenn evit kompren gwelloc'h preder ar film diwar-benn ar […]

Continue Reading

Lenn el lise / Quart d’heure Lecture

Gant Rannvro Breizh e oa bet kinniget gouestlañ 15 munutenn d’al lenn e miz Here e kement lise zo er Rannvro.Soñjet hon doa e vefe un digarez brav da lakaat hol liseidi-adezed da lenn brezhoneg, an holl a-gevret, d’ar memes koulz : digwener (20 a viz Here) etre 11e50 ha 12e05. Choazet e oa bet […]

Continue Reading