Auteur/autrice : admin9393

C’hoariva an Oriant – Théâtre de Lorient

Bep bloaz e vez kinniget da 50 lisead mont da welet 3 fezh-c'hoari e c'hoariva an Oriant. An hini kentañ a zo bet diskouezet dezho d'ar Yaou 24 a viz Du, diouzh noz. Toute la vérité, sevenet gant Adrien Béal hag awenet gant skridoù Michel Foucault, ma kinniger ur preder war ar reizh liammet ouzh […]

Continue Reading

Gouel ar c’histin

E-tro vakañsoù an Hollsent, goude ar bak gwenn evit ar gentaidi hag an dermenidi, e vez aozet gant al liseidi un abadenn sonerezh ha treuzwisket. Gouel ar c'histin a vez graet anezhi abalamour d'ar c'histin a veze goulennet evit mont e-barzh hag a veze krazet e-pad ar veilhadeg. Bep bloaz eo ar gentaidi a aoz […]

Continue Reading

Sinema evit an 2veidi – Les secondes au cinéma

Film kentañ ar bloaz evit an 2veidi a gemer perzh er stignad "Lycéens et apprentis au cinéma": Beaj Chihiro, sevenet gant Hayao Miyazaki. Un dizoloadenn evit lod na anavezent ket c'hoazh labour ar sevener japanat, hag un digarez evit lod all da adwelet an dresadenn-vev ur wech ouzhpenn evit kompren gwelloc'h preder ar film diwar-benn ar […]

Continue Reading

Lenn el lise / Quart d’heure Lecture

Gant Rannvro Breizh e oa bet kinniget gouestlañ 15 munutenn d’al lenn e miz Here e kement lise zo er Rannvro.Soñjet hon doa e vefe un digarez brav da lakaat hol liseidi-adezed da lenn brezhoneg, an holl a-gevret, d’ar memes koulz : digwener (20 a viz Here) etre 11e50 ha 12e05. Choazet e oa bet […]

Continue Reading

Vorgium – Karaez – 2vet / Carhaix – 2nde

E-giz bep bloazh, ur weladenn a zo kinniget d'al liseidi e eilvet klas e kreizenn Vorgium Karaez. En eilvet klas eo bet studiet roudoù an Henamzer, ha peseurt roudoù a zo bet lezet gant an Impalaeriezh Roman. A-drugarez d'ar greizenn Vorgium, e c'hell al liseidi dizoloiñ roudoù fetis romanekadur Armorika, deuet da vezañ Breizh diwezhatoc'h. […]

Continue Reading

C’hoariva / Théâtre – Canterbury Tales

Holl liseidi Diwan a zo bet pedet da vont d'ar sal Glenmor da welet The Canterbury Tales, ur pezh-c'hoari kinniget gant ar strollad Madarjeu, savet en o zouez gant Bob Simon ha Yann-Edern Jourdan. Diazezet war kontadennoù Geoffrey Chaucer, ur skrivagner ha barzhoneger ar XIVvet kantvet, displeget eo bet ar pezh-c'hoari e brezhoneg hag e […]

Continue Reading